Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ar 6vet klas e Tangi-Prigent

D’ar Gwener 31 a viz Genver 2020 e oa dorioù-digor ar skolaj Tangi-Prigent. Ar skolidi CM2, ha skolidi yaouankoc’h zoken, a oa bet degemeret laouen ha bet plijet gant o abardaevezh. Ur c’hwec’hvedenn eus skolajidi 6vet klas hor skolaj o doa kemeret perzh en abadenn-se, hag int kannadourien !

Gellet o doa ar gouvidi :

  • Gweladenniñ ar savadurioù ;
  • En em gavout gant ar gelennerien ha gant kannadourien ar skolajidi ;
  • Ober anaoudegezh gant hor CPE ha gant evezhourezed ar vuhez-skol ;
  • Eskemm diwar-benn « predoù graet er gêr » gant chef hor c’hegin en hor self brav ;
  • Klevet al laz-kanañ ;
  • Ober taolioù-arnod fizik-kimiezh pe SVD ;
  • Gwelet petra eo an danvez « Arzoù neuziañ ».

Amañ kevret an diaporama o kinnig ar 6vet klas e Tangi-Prigent

Diaporama sur la classe de sixième

M’ho peus c’hwitet war an dorioù-digor ha m’ho peus c’hoant da welet hor skolaj memestra, kit e darempred gant ar renerez : 02.98.88.08.33

Teulioù da bellgargañ