Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ur skolaj ekologel hag « hep lastez »

E Tangi-Prigent, an ekologiezh da gentañ

Depuis plusieurs années, les élèves de 5ème sont sensibilisés aux enjeux du changement climatique et du développement durable à travers l’atelier climat mis en en place par le CPE, M. Dubru. Tout au long de l’année scolaire, les élèves mènent des recherches en lien avec un sujet de leur choix portant soit sur les problématiques liées au réchauffement climatique et à la pollution, soit sur les solutions envisageables pour y remédier, telles que les énergies renouvelables, les maisons écologiques, etc.

Abaoe meur a vloavezh e vez kizidikaet ar skolajidi 5vet klas da zalc’hoù cheñchamant an hin ha da re an diorren padus dre ur stal-labour lakaet e plas gant ar penngasour : an Ao. Dubru. A-hed ar bloaz e reont enklaskoù diwar-benn ur sujed o deus dibabet hag a denn pe d’ar c’hudennadurioù liammet gant tommadur an hin hag ar saotrañ, pe d’ar pezh a c’hellfe bezañ graet evit stourm outo, energiezhioù nevezadus, tiez ekologel ha kement ‘zo. En distro-skol 2020/2021 o deus divizet kannaded ar CVC (Kuzul ar vuhez er skol), an eko-kannaded ha skipailh ar Vuhez-Skol lakaat ar skolaj war hent an « hep lastez », hervez lavarenn Antoine Lavoisier : Netra ne vez kollet, netra ne vez krouet, pep tra a vez treuzfurmet ». Evit se eo bet ret lakaat e plas oberoù pleustrek.

Poubellennoù evit ar paper a zo bet lakaet e plas e kement sal-klas, er Vuhez-Skol, er CDI hag er Melestradurez gras da di-kêr Sant-Martin war ar Maez en deus roet seier melen a-ratozh-kaer. Evit ma vije perzh ar skolajidi er raktres da vat ez eus bet savet un dro e pep klas evit skarzhañ ar seieradoù paper bep sizhun.

Un dastum-stouvoù a zo bet lakaet e plas gant Laure, un AESH, evit mont pelloc’h gant an adoazañ. Stag eo ouzh ar gevredigeh « Ur stouv, ur mousc’hoarzh ». An arc’hant deuet diwar ar stouvoù a vez implijet da brenañ kadorioù-ruilh evit bugale nammet.

ur stouv ur mousc’hoarzh

Sport a c’hell bezañ graet evit harpañ an endro ivez ! E-pad ur gentel EPS ez eus bet kinniget d’ar skolajidi gant an Ao. Blaise ober un dro-bale digustum, e bal dastum al lastez tro-dro d’ar skolaj. Souezhus eo bet disoc’h ar valeadenn : dindan div droiad-bale 2 eurvezh pep hini ez eus bet dastumet meur a zegad kiloioù lastez. Tro-dro d’ar skolaj ez eus meur a dakad ATE (« Aire terrestre éducative » / takad douar pedagogel) e dalc’h Ti-kêr Sant Martin war ar maez hag a c’hell bezañ implijet gant ar skolioù evit raktresoù pedagogel a denn ouzh an endro. Bet eo lod eus ar skolajidi 6vet klas war an dachenn gant an Ao. Guignard ha gant Estelle, skoazellerez pedagogel, evit plantañ gwez yaouank, asambles gant un den o tont eus an ONF (OBK-Ofis Broadel ar C’Hoadeier). Skolidi ‘zo eus ar skol kentañ derez Jules Ferry hag a zo stok ouzh ar skolaj o deus kemeret perzh er raktres ivez. Un nebeut mizioù war-lerc’h ez eus bet aozet un droiad all a-benn sellet ouzh kresk ar gwez bet plantet en diskar-amzer.

Liorzhour SMDC o labourat
Skolajidi laouen o vezañ kemeret perzh

Raktres pennañ ar bloavezh-skol-mañ eo bet gouestlañ porzh-diabarzh ar skolaj d’al labour-douar. Staliet ez eus bet ennañ ul liorzh-legumaj hag ur feurm bedagogel. En diskar-amzer ez eus bet kinniget d’ar skolajidi 5vet klas gant an Ao. Guignard hag Estelle, e skeud ar c’hentelioù SVD, sevel « tosennoù-lazagn ». Un teknik eo evit krouiñ douar struj diwar c’hoari, en ur zastum an danvezennoù a vez kavet ez-naturel war dachenn ar skolaj (geot touzet, delioù sec’h, lastez organek, diskoultroù).

Tresadenn a-skej eus ul liorzh-lazagn
Ul liorzh da sevel

Un atalier-bitellat a zo bet savet gant sikour ar gwazour mestroniezh, an Ao. Peuchet. Ar pal anezhañ a oa sevel kestennoù-liorzhañ e koad da reiñ bod d’an tosennoù-lazagn. Ha ni erru en nevez-amzer, setu patatez, fav, kastilhez, sivi ha louzeier frondus o tiskouez o fri en hor porzh-diabarzh !

Kestennoù-liorzhañ ekologel

Un atalier-bitellat all a ra Estelle, an Ao. Dubru hag an Ao. Peuchet war e dro. Ennañ e vez savet bankoù diwar paletennoù gant skolajidi 6vet klas. Deuet e oa ar soñj-se da skolajidi ar CVC a felle dezho aozañ gwelloc’h o forzh-ehan. Adaozet ez eus bet paletennoù eta ha roet un eil buhez dezho. A-hed ar bloaz hon eus briket, biñset ha livet anezho betek kas anezho d’o stumm diwezhañ : daou vank. Vejetarian eo loened hor skolaj. Hervez al lojik « hep lastez » e vezont bouetaet bemdez gant restajoù ar self (legumaj, frouezh ha bara) lec’h ma oa bet savet un diveskañ diuzel. Lakaat ar skolajidi da gemer perzh ar muiañ posubl eo pal ar raktres : gant se, int eo a voueta al loened bemdez.

Ar boued a roomp d’hol loened n’eus ket kig ennañ. Oc’h heuliañ poell an “hep lastez”, e vez roet dezho bemdez restajoù boued eus ar self (legumaj, frouezh, bara) a zo bet staliet un diveskañ a-ziforc’h ennañ. Klasket e vez kiriekaat ar muiañ posubl ar skolajidi : ganto e vez bouetaet al loened bemdez.

Loened an ti-feurm
Perdita, steredenn nevez ar skolaj…

Gant ar skolajidi eo e oa bet kavet anv hon teir yar : Axel, Clover ha Sam, evel merc’hed an Totally Spies.

Gant an Itr. Peret, kenurzhierez ar stignad ULIS, e vez kaset ar skolajidi betek ar feurm bedagogel an aliesañ posubl, ken alies ha ma c’houlennont. Ur raktres hanterouriezh loenel a vez heuliet ganti. Disoc’hoù souezhus a zo dija ! Ur skeudenn eus mod ar skolajidi d’en em lec’hiañ er gevredigezh hag er bed eo ar mod ma z’eont d’al loened.

Loened… ha skolajidi laouen

Sellet ouzh al loened zo kement ha klask kompren penaos ez a ar re all en-dro. Kerkent ha ma z’a ar skolajidi tre e-barzh kloz al loened e teskont penaos en em zerc’hel war un dachenn ha n’eo ket o hini ha doujañ e zoare da vont en-dro. Goulennet e vez ganto leuskel al loened da zont dezho da gentañ. Ar pezh ne c’hoarvez ket, a-wezhioù : marteze en deus c’hoant al loen-mañ-loen d’ober traoù all eget soursial ouzh tud, arabat bezañ chifet ! Dre se e tesk ar skolajidi chom hep reiñ re a bouez da emzalc’h skarzhus ar re all. Lod eus ar skolajidi o devez aon rak ar yer : pa zeuont a-benn da vont tre en o c’hloz ez eont dreist o aon hag e tapont fiziañs enno o-unan. Ur wezh doñvaet e aon gant pep hini e teu distenn ha peoc’h diouzhtu diwar ar gweladennoù a vez graet d’al loened ! Bezañ ganto a sikour ar skolajidi da anavezout, envel ha doñvaat o zrivliadennoù met ivez da zeskiñ penaos ezteurel o fromoù.

Raktresoù kaer hag o deus taolet sklêrijenn war ar bloavezh ken drol-mañ !

Franck Dubru, CPE, den-dave evit Endro ha diorren padus

Hag

Estelle Barthélemy , AED, kensturierez ar raktres « Hep Lastez ».

eco banc 5 Label E3D 1611838622185 1611838642792 1611838660308