Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Pred latinek er self : praedulcis !

D’ar Meurzh 13 a viz Mezheven, er self, e oa un tamm divoutin roll ar meuzioù e sal-debriñ ar skolaj Tangi-Prigent evit ar “pred latinek”. Ar raktres-se, lañset gant Viviane Le Bihan, kelennerez war ar galleg hag al latin, gant sikour skipailh ar gegin gant o chef Pierre Saint-Jalme, eo bet plijet bras ar skolajidi gantañ. Ken gwir all eo evit an dud gour a zebr « er c’hantin ».

Setu amañ roll ar meuzioù :

Panis focus (bara a veze profet gwezhall da zoueed an oaled / Tostennoù doare Lucullus ;

Pullus oxizomum ;

Pastinacae molle (frikerez panez) ;

Apothernum con Nucleis (semoul dre laezh gant frouezh sec’h).

Ar skolajidi war al latin, niverus anezho o vezañ ma ra latin an hanter eus ar skolajidi 5vet klas, o deus kemeret perzh e-barzh kenklañ ar sal, sevel panelloù da zisplegañ an traoù, sevel rolloù-meuzioù kinklet, e galleg hag e latin.

Profitet he deus Viviane Le Bihan eus an degouezh evit degas da soñj eo dedennus deskiñ latin, evit bezañ barrekoc’h war ar galleg met ivez evit ledanaat e ouiziegezh hollek.