Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ar skolajidi war al latin er Provañs roman

D’ar Meurzh 26 a viz C’hwevrer 2019

Loc’het abred-mat (met imoret mat ivez) ez eo erruet mat hor skolajidi 4vare ha 3de klas a ra latin e Nîmes.

Nîmes

A-boan erru int bet lakaet war ar stern gant an Itr. Le Bihan. War-zu Arenoù Nîmes evit ur weladenn gentañ war roudoù ar sevenadur roman.

Arenoù
Arenoù Nîmes

D’ar Merc’her 27 a viz C’hwevrer 2019

Dindan an heol atav ez eo bet dizoloet Henc’hoariva Orange gant ar skolajidi war al latin.

C’hoariva Orange
Henc’hoariva Orange 2
Henc’hoariva Orange 3

Goude un ehan da zebriñ lein ez eo bet ar skolajidi da Bont ar Gard.

Pont ar Gard
Pont ar Gard 2

D’ar Yaou 28 a viz C’hwevrer 2019

Diriaou vintin eo bet ar skolajidi o weladenniñ mirdi an Henamzer e Arles. Ur weladenn dedennus-tre o deus desket ur bern traoù enni diwar-benn bezañs ar romaned er c’horn-bro.

Mirdi departamant Arles an Henamzer

Ehan kreisteiz, diskuizh hag ijin.

Ur prantad diskuizh hag ijin

Goude lein int bet o weladenniñ tachad Glanum.

Tachad Glanum
Glanum

D’ar Gwener 1añ a viz Meurzh

O devezh beaj diwezhañ e oa siwazh. Tennet o deus ar skolajidi war al latin o mad anezhañ en ur zonaat o dizoloadenn eus Nîmes da vintin.

Dizoloadennoù diwezhañ e Nîmes

Goude lein eo bet poent distreiñ gant an tren.

Leun a eñvorennoù mat er pennoù e-pad ar veaj distro

Trugarez vras d’an Itr. Le Bihan, d’an Itr. Thibault ha d’an Ao. Kerisit evit an amzer o deus tremenet o prientiñ ar veaj vrav-se !