Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ar fizik-kimiezh er skolaj

Pa erruer er skolaj ez eo ar fizik-kimiezh un danvez-skol nevez. Petra a zo anezhañ e gwirionez ?

Taolioù-arnod ? Ya, gwir eo ez eo ar skiantoù fizikel skiantoù-arnodiñ. Ul lodenn eus o c’helenn a zo gouestlet da se eta. Ur sal a-ratozh a zo er savadur B (B13).

Liamm gant ar skol Jules Ferry, Mezheven 2018

Estreget se a zo avat ! E-pad ar c’hentelioù fizik-kimiezh e vezoc’h lakaet e stumm klaskerien. E-tal un degouezh pe un dra a verzoc’h e tleoc’h lakaat e plas un difrae skiantel : − Sevel martezeadennoù, − Kinnig ha kas da benn ho taolioù-arnod, pe klask titouroù diwar o fenn, − Reiñ ster d’ho tisoc’hoù ha liammañ etrezo an titouroù ho po dastumet. − Konkluiñ diwar frouezh ho labour.

Evel-just e vo kemeret harp war an taolioù-arnod emaoc’h o vont da gas da benn pe a vo diskouezet deoc’h gant ho kelenner. Danvezioù-kelenn all a vo implijet ouzhpenn, avat : videoioù eus taolioù-arnod, poelladoù ober van, furchadegoù en dielloù… Dre Istor ar Skiantoù ho po tro ivez da gompren penaos ez a ar skiantoù war-raok.

Difrae-arnodiñ ha labour a-stroll
Rentañ-kont urzhiataerezh eus taolioù-arnod-2017

Ar c’hentelioù Fizik-Kimiezh a grog ken abred hag er 6vet klas (1 eurvezh bep sizhun). Derc’hel a reont e 5vet, 4vare ha 3de klas (1,5 eurvezh bep sizhun).

Peseurt temoù a vez pledet ganto ?

E 6vet klas, evit kenderc’hel gant ar pezh a zo bet graet er skol, ez eus 4 zem :  Deskrivañ stadoù ha kompozadur an danvez er skeul makroskopel.  Sellet pizh ouzh meur a zoare fiñvadegoù ha deskrivañ anezho.  Bezañ gouest da anavezout mammennoù energiezh lies.  Bezañ gouest da anavezout ur sinal hag un titour.

Er c’helc’hiad 4, da lavaret eo e 5vet, 4vare ha 3de klas, e vez pledet gant 4 zem :  Aozadur ha treuzfurmiñ an danvez,  An energiezh hag an doareoù d’e lakaat da emdreiñ,  Ar fiñvadegoù hag an etreoberioù,  Sinalioù evit sellet pizh hag evit daremprediñ.

Evit mont pelloc’h : Gant an Itr. Quéré e vez dalc’het ur blog a embann ennañ filmoùigoù bevaat ha videoioù bet gwelet er c’hlas pe a c’hell bezañ talvoudus evit adwelet. Na chomit ket en entremar ha kit d’e welet : https://lewebpedagogique.com/physiquechimiecollege/

Fest ar skiantoù aozet gant Kêr Montroulez-Kaozeadenn diwar-benn al lañserioù Ariane-Miz Here 2017
Troiad e Keoded an Telekom e Lannuon gant ar skolajidi 5vet klas-2018

En hevelep bann...