Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

C’hoariva 3de : War dreuzoù ar vuhez (Romain Gary)

D’ar Gwener 3 a viz Kerzu eo bet an 3deidi o sellet ouzh ur pezh-c’hoari e c’hoariva Montroulez : La Vie devant Soi. Goude m’o doa lennet ha dielfennet oberenn Romain Gary e-pad ar c’hentelioù e oa mall warno he dizoloiñ en he stumm azasaet evit al leurenn gant strollad c’hoariva Simon Delattre : Rodeo Théâtre. Un abadenn puilh a-fed fromadennoù, gant ar fentus ha kizidik m’eo an oberenn skrivet. Kontañ a ra istor Momo, un arab bihan dilu, barzhoniel ha teuk e lavar, e Belleville ar bloavezhioù 70. E ti Madam Rosa emañ o chom, ur vaouez yuzev bet o werzhañ he c’horf gwezhall. Emañ o vervel tamm-ha-tamm, ha Momo a zibab chom ganti betek ar fin peogwir e kar anezhi. Evel danvez kelaouennerien, e savo ar skolajidi ur pennad burutellat diwar-benn an abadenn goude, e-pad ar c’hentelioù.