Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Devezh tañva ar bageerezh-dre-lien e diazlec’h merdeiñ Karanteg

D’ar Yaou 23 a viz Mezheven o deus graet o mad ar skolajidi 6vet1 ha 6vet2 eus un devezh e diazlec’h merdeiñ Karanteg, evit ober un tañva d’ar c’haiak-mor gant monitourien. Dre ma ne oa banne avel ebet n’eus ket bet tu deomp da implijout ar c’hatamaranoù bihanañ.

Degouezhet en diazlec’h merdeiñ da 9e mintin o deus klevet ar skolajidi, da vare un emvod holl asambles, ar c’hemennoù surentez.

Goude bezañ tremenet er gwiskva el lec’h m’o deus gwisket ur sae-bageal hag ur jiletenn int bet e-kichen ar mor a-benn dizoloiñ an dafar ha mont war-vor en donvor tost.

Un devezh dizoloiñ kaer, hag ur pik-nik “Hep tamm lastez ebet” deuet brav gant ar skolajidi dre vras ! Gourc’hemennoù d’an holl !