Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Troiadoù er-maez

Devezh tañva ar bageerezh-dre-lien e diazlec’h merdeiñ Karanteg

D’ar Yaou 23 a viz Mezheven o deus graet o mad ar skolajidi 6vet1 ha 6vet2 eus un devezh e diazlec’h merdeiñ Karanteg, evit ober un tañva d’ar c’haiak-mor gant monitourien. Dre ma ne oa banne avel ebet n’eus ket bet tu deomp da implijout ar c’hatamaranoù bihanañ. Degouezhet en diazlec’h merdeiñ da 9e (...)

Gweladenn e atant Langoad

Gweladenn e atant Langoad

Fest ar skiant 2021

30 vloaz eo fest ar skiant ! Gant ar skolajidi 6vet klas omp bet o vizitañ stalioù-labour e manu Montroulez : Maketenn koskoriad an heol Stal-labour furchadegoù, hon eus gwelet ennañ objedoù o tont eus an Neolitik (mein-tan, klopennoù loened, stilhonoù…) Produioù diwar bezhin : bez ez eus diouto (...)

ATE : plantadegoù 2021

D’al Lun 6 a viz Kerzu : plantadegoù en takad ATE. Gant sikour an OBK ha kêr Sant-Martin-war-ar-maez hon eus ouzhpennet gwezigoù nevez d’ar re a oa en takad ATE dija . Gant skolidi eus ar skol Jules Ferry e oa bet kroget ar plantadegoù da vintin. Goude lein int bet erlec’hiet gant skolajidi 6vet klas (...)

Devezh emlakaat ar 6veidi

Ar Gwener 6 a viz Gwengolo a zo bet un devezh ispisial evit skolajidi hon tri c’hlas 6vet. Kentel ebet ! Met un devezh emlakaat, evit ober anaoudegezh gant skolajidi all eus ar c’hlas pe eus ar c’hlasoù all.. Program an devezh-se : - gweladenn heñchet eus Rosko ; Gweladenn heñchet eus (...)

Bezit enskiant ! (Faites de la science !)

D’al Lun 7 a viz Here 2019 eo bet an 3deidi e Fest ar Skiant e Montroulez. An droiad er-maez-mañ, aozet gant an Itr. Quéré, kelennerez war ar fizik-kimiez ha gant an Ao. Guignard, kelenner war an SVD, a gave e blas e-barzh o hentad skiantel. Un dro vat eo bet an droiad-mañ evit mont e darempred (...)

Charlotte Moundic oc’h eskemm gant ar 6veidi

Skolajidi ar 6vet2 o deus bet ar chañs da vont e darempred gant ur skrivagnerez, d’ar Gwener 19 a viz Du : e-barzh stern La Baie des livres o deus graet anaoudegezh gant Charlotte Moundic. Pep hini anezho, a-raok, en doa lennet ul levr bennak gant ar skrivagnerez, a-drugarez d’ar vediaoueg he doa (...)

Sinema : Traoñienn ar bleizi

D’ar Gwener 26 a viz Du diwezhañ eo bet ar skolajidi er sinema La Salamandre da sellet ouzh ur film-diell, e-barzh stern ar stignad “Collège au cinéma” : Traoñienn ar bleizi (La vallée des loups). An hini kentañ eus an tri film a zo e program ar bloaz e oa. Gant plijadur o deus heuliet ar skolajidi (...)

C’hoariva 3de : War dreuzoù ar vuhez (Romain Gary)

D’ar Gwener 3 a viz Kerzu eo bet an 3deidi o sellet ouzh ur pezh-c’hoari e c’hoariva Montroulez : La Vie devant Soi. Goude m’o doa lennet ha dielfennet oberenn Romain Gary e-pad ar c’hentelioù e oa mall warno he dizoloiñ en he stumm azasaet evit al leurenn gant strollad c’hoariva Simon Delattre : (...)

Gweladenniñ un atant

ferme Marc Le Verge collège Tanguy Prigent Interbev