Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

A-dostoc’h

Gweladenniñ ar skolaj e brezhoneg

Deuit da heul skolajidi an hentenn zivyezhek da weladennin ar skolaj Tangi-Prigent. https://video.toutatice.fr/video/25511-Gweladenniñ ar skolaj Ger-kuzh evit sellet ouzh ar video: TP2021

Ar stignad SAS en hor skolaj

Petra eo ar stignad SAS amañ er skolaj ? Obererezh : Klasad ennañ skolajidi o deus ezhomm da vezañ youlekaet en-dro evit chom hep diskregiñ gant ar skol pe evit chom krog ganti (taolet e vez evezh ivez ouzh ar re a zo en arvar da ziskregiñ hep desachañ an evezh). Prantad : Pep skolajiad a vez (...)

Ar 6vet klas e Tangi-Prigent

D’ar Gwener 31 a viz Genver 2020 e oa dorioù-digor ar skolaj Tangi-Prigent. Ar skolidi CM2, ha skolidi yaouankoc’h zoken, a oa bet degemeret laouen ha bet plijet gant o abardaevezh. Ur c’hwec’hvedenn eus skolajidi 6vet klas hor skolaj o doa kemeret perzh en abadenn-se, hag int kannadourien ! Gellet (...)

Klip video ar skolaj

Mall a oa warnoc’h gwelet anezhañ ? Erru eo ! Erru eo ar c’hlip video ennañ an holl skolajidi hag an holl dud a labour er skolaj o doa c’hoant da vezañ gwelet ennañ. https://video.toutatice.fr/video/21346-clip-video-du-college-francois-tanguy-prigent/ Ger-kuzh : TP2021 C’hoari er film-mañ a zo bet (...)

Ur skolaj ekologel hag « hep lastez »

E Tangi-Prigent, an ekologiezh da gentañ Depuis plusieurs années, les élèves de 5ème sont sensibilisés aux enjeux du changement climatique et du développement durable à travers l’atelier climat mis en en place par le CPE, M. Dubru. Tout au long de l’année scolaire, les élèves mènent des recherches (...)

Erru eo Ernest

D’an 18 a viz Du eo erruet Ernest, hor «maskotenn» nevez !!! 20211118_120527

Ur stouv, ur mousc’hoarzh

Gourc’hemennoù d’an holl skolajidi ha d’ar c’hoskor evit o brav a eostad stouvoù er bloavezh 2021-2022-mañ. 19 kg stouvoù evit ar gevredigezh “Ur stouv, ur mousc’hoarzh” !! Ur raktres sturiet gant Laure e-barzh stern ar raktres Tamm lastez ebet. 1 stouv, 1 (...)

An hentenn vrezhonek

Amañ kevret e kavoc’h un diaporama o kinnig hentenn divyezhek ar skolaj Tangi-Prigent. Emgav a-benn miz Gwengolo 2019 ! Ar skipailh pedagogel hag ar renerezh Ar skolajidi er post bihan !!! Amañ dindan, liamm war-zu an abadennoù radio graet e 2020-2021 a vez klevet skolajidi eus an hentenn enno : (...)