Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Ur PIAL e teu Tangi-Prigent da vezañ

En distro-skol 2019 e teuio ar skolaj Tangi-Prigent da vezañ ur PIAL. Gant se e vo aesoc’h deomp reiñ da skolajidi resis a zo ar pezh o deus ezhomm. Klotañ a ra ivez gant unan eus an tri ahel a zo en hor raktres-skolaj : “enperzhiañ ha madelezh”.

Un doare aozadur nevez eo ar PIAL (Pol-ambroug enperzhius lec’hel / Pôle inclusif d’accompagnement localisé). Gantañ e vo aesoc’h kenurzhiañ ar moienoù eus an tostañ d’ar skolajidi nammet (skoazelloù denel, pedagogel, deskadurel hag ivez yec’hedel) evit ma vo kemeret gwelloc’h o ezhommoù e kont.

Tri fal pennañ a zo d’ar Pial :

  • Lakaat ambroug eus an tostañ pep skolajiad nammet a-benn lakaat anezhañ da vezañ muioc’h-mui emren ha da bakañ gouiziegezhioù ha barregezhioù an diaz boutin ;
  • Gellout respont buanoc’h ha souploc’h pa vez anv da azasaat an ambroug denel er skolioù hag er skolajoù ;
  • Micherelaat kargoù an ambrougerien ha gwellaat o aozioù labour

Pa vez ur PIAL e vez sellet pizh ouzh ezhommoù ar skolajiad gant holl goskor pedagogel ha deskadurel ar skolaj evit bastañ dezho en doare dereat, en e glas met ivez er skolaj.

Ur PIAL evit bastañ gwelloc’h da ezhommoù pep skolajiad