Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

1añ a viz Gwengolo : Distro-skol !

DISTRO-SKOL AR SKOLAJIDI 6VET KLAS D’AR MEURZH 1AÑ A VIZ GWENGOLO 2020

8e30 : Galv an daou glasad dindan pratell ar skolaj.

8e45-12e30 : reiñ al levrioù-skol ha degemer er c’hlasoù gant ar penngelenner, ar penngasour hag an Itr. Parvillers, renerez.

Debriñ er self EVIT AN HOLL 6VEIDI.

13e30-16e30 : gant ar penngelenner hag ar c’helenner war an teknologiezh, sell a-dost war an ezhommoù niverel ; “kit niverel” evit en em dennañ er skolaj (kodoù, implij ar poellad Pronote).

ABALAMOUR D’AR REOLIADOU YEC’HEDEL NE C’HELLO KET TUD AR SKOLAJIDI DONT GANTO ER C’HLAS EVEL ER BLOAVEZHIOU ALL.

DEGEMERET E VINT DA GENTAN GANT AR SKIPAILH PEDAGOGEL, AR PENNGASOUR HAG AR RENEREZ. AR RE O DO C’HOANT A C’HELLO CHOM EVIT UN DALC’H KINNIG AN OSTILHOU URZHIATAEREZH HA STUMMAN (betek tro 10.30-11e).

DISTRO-SKOL AL LIVEOU ALL D’AR MEURZH 1AN A VIZ GWENGOLO 2020

Da 13e30 : galv ar skolajidi 5vet klas (hep o zud) ; chom a rint gant o fenngelenner betek 16e30. Da 14e : galv ar skolajidi 4vare klas (hep o zud) ; chom a rint gant o fenngelenner betek 16e30.

Da 14e30 : galv ar skolajidi 3de klas (hep o zud) ; chom a rint gant o fenngelenner betek 16e30.

DEIZIADOU DA SKRIVAN WAR HO TEIZIATAER DIJA

D’ar Meurzh 8 a viz Gwengolo da 5e30 noz : emgav etre kelennerien ha tud skolajidi ar 5vet hag ar 4vare klas.

D’al Lun 21 a viz Gwengolo da 5e30 noz : emgav etre kelennerien ha tud skolajidi an 3de klas evit kinnig dalc’hoù ar bloavezh 3de klas.

Aozet e vo an emvodoù-se war al lec’h ma vez tu, hervez ar stad yec’hedel. Ma ne vez ket tu e vint graet dre bell, dre vizio.

En hevelep bann...