Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

3deidi : titouroù diwar-benn an enskrivañ el lise

Penaos enskrivañ ho pugel en e lise da zont ?

Kinniget ez eus bet d’ho pugel gant ar c’huzul-klas mont en eilvet klas en distro-skol 2019. Staget e vo ho pugel da unan eus al liseoù a ginnig ar servij a-bell «Lakaat e anv en linenn».

Tu a vo da welet an diviz-stagañ adalek an 22 a viz Mezheven 2019, e fin an devezh, war lec’hienn an akademiezh (rubrikenn Orientation / Résultats de l’affectation post 3ème (tout public) )

A-benn asantiñ d’an diviz-stagañ-se e tleoc’h enskrivañ ho pugel en e lise nevez. Moien a vo deoc’h enskrivañ ho pugel pe dre linenn, dre Internet, pe dre leuniañ un teuliad paper.

Ma tibabit e enskrivañ dre linenn, kit d’ar chomlec’h-mañ : https://www.toutatice.fr . Lakait kod-anaout ha ger-kuzh ho kont, ha neuze klikit war « scolarité services » evit ober an enskrivadur a-hed ar skrammoù kinniget. Lakaat e anv en linenn a vo posubl etre an 22 a viz Mezheven hag an 28 a viz Mezheven 2019.

Ma tibabit ober an enskrivadur dre baper e vo ret deoc’h leuniañ an teuliad a vo roet deoc’h gant ar skolaj pe gant al lise a vo staget ho pugel dezhañ a-raok degas anezhañ d’al lise d’an deiz(ioù) merket evit an enskrivadurioù. (An titouroù a gavoc’h war lec’hienn al lise-se).

An Itr. Pichon, sekretourez ar skolaj, ha me, a chom en ho kourc’hemenn evit respont d’ar goulennoù ho pije da sevel war an difraeoù-enskrivañ-se.

Ar renerez,

Gaëlle Parvillers

En hevelep bann...