Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

FAG adkregiñ ar c’hentelioù er skolaj

FOAR AR GOULENNOU DIWAR-BENN ADKREGIÑ AR C’HENTELIOU ER SKOLAJ

PROTOKOL YEC’HED

Protokol yec’hed miz Mae

Divizoù hollek

  • Ha digoret e vo ar skolaj ma n’eus ket tu da warantiñ ar pep retañ a-fed yec’hed, dre ma vank tud pe traoù d’en ober ? Ne vo ket, e mod ebet. Ne vo digoret ar skolaj en-dro nemet ma c’hell bezañ lakaet e plas ar protokol-yec’hed evit addigeriñ ur skolaj bennak.
  • Ha manegoù a vo ret deomp gwiskañ ? Maskloù ? Ha bez e vo soavon, gel hidroalkoolek ? Dougen maskloù a vo ret. Soavon a vo er privezioù, ha gel hidroalkoolek e pep klas.
  • Ha serret e vo ar skolaj ma vez kavet ennañ un den klañv gant ar C’hovid ? Ma vez doujet d’an aozañ dindan pevar lec’h distag an eil re ouzh ar re all, n’eo ket sur e vo ret. Pouezus eo e vo graet ar jestroù harz gant an holl, c’hoazh hag adarre.

Maskloù

Erru eo ar maskloù. Tu a vo da walc’hiñ anezho 20 gwezh pep hini. 60° e tle bezañ dour ar mekanik, e-pad 30 mn bennak.

Kavit amañ an notennig o tisplegañ penaos o implijout :

Penaos ober gant ar maskloù ?
  • Pegoulz e vo roet ar maskloù-se ? D’an 18 a viz Mae ha d’an 2 a viz Mezheven, evit ar skolajidi a adkrogo gant ar c’hentelioù. Dav e vo d’ar re-se dont gant ur maskl dezho war o fri an deiz kentañ (2 evit ar skolajidi a chom da zebriñ er c’hantin). Neuze e vo roet dezho bep a git ennañ 4 maskl e danvez gwalc’hus. Ar skolajidi 4vare ha 3de klas o do daou vaskl ar sizhun gentañ. Gwalc’het e vo ar maskloù-se gant ar skolaj ar sizhun gentañ eta.
  • Pe seurt maskloù a vo roet d’an dud a labour er skolaj kement ha d’ar skolajidi ? Maskloù e danvez, gwalc’hus, diouzh ar reolad e talvoud (AFNOR)
  • Hag aotreet e vo gwiskañ maskloù e danvez « graet er gêr » ? Bep a rummad 4 maskl gwalc’hus a vo roet da bep skolajiad ha da bep den a labour er skolaj. Ne vo ket ezhomm da implijout ar maskloù « graet er gêr »-se eta. Daoust da se, m’emaint diouzh ar reolad AFNOR e vo droed gwiskañ anezho.
  • Gwisket e vo ar maskloù ken e-barzh ar c’hlas ken en diavaez anezhañ.

Gwalc’hiñ dornioù

  • Penaos e vo graet evit ar gwalc’hiñ dornioù, o c’houzout n’eus ket a-walc’h a walc’herisoù d’en ober ? Gel hidroalkoolek a vo.
  • Ha gel hidroalkoolek a vo e pep sal ? Ya, bez e vo e pep sal-klas, en ti-jiminas hag er salioù all ivez.

Naetaat ar salioù hag an dafar

  • Hag a-walc’h a brodu dilouezer e vo evit ar salioù-klas ? Bep pegeit e vo dilouezet ? Implijet e vo etre 4 ha 6 sal-klas d’an 18 a viz Mae, etre 10 ha 12 d’an 2 a viz Mezheven ma teu ar skolajidi 4vare ha 3de klas en-dro, hag an ti-jiminas ouzhpenn. Un dilouezan pemdeziek o toujañ d’ar protokel yec’hed a vo.
  • Ha dilouezet e vo ar privezioù ? Ya, dilouezet e vint ingal gant ar wazourien. Pep implijer a gavo ivez peadra da zilouezañ m’en deus c’hoant.

AOZADUR NEVEZ AR SKOLAJ

Raktres adkrog-skol an 2 a viz Mezheven (hizivaet d’an 28 a viz Mae)
Hent mont A1
Hent mont A2
Hent mont B1
Hent mont B2

Merañ ar monedoneoù

  • Penaos e vo graet en trepasoù, lec’h ma ne vez morse a-walc’h a blas ? Ha ret e vo heuliañ un hent resis evit chom hep mont a-benn d’an dud a gerzh en tu kontrol ? Rannet e vo ar skolaj etre 4 zakad : savadur A kornôg, savadur A reter, savadur B kornôg ha savadur B reter. Da bep takad e vont e-barzh, e skalieroù hag e borzh. Dre ma z’aio ar skolajidi e-barzh gant un tamm diskor ha ma ne vo mui an ehanoù er memes eurvezhioù, ne vo nemet 15 skoliad d’ar muiañ e pep skalier adalek an 18 a viz Mae ha 30 skoliad d’ar muiañ adalek an 2 a viz Mezheven. Ne z’aio ket ar strolladoù an eil re hebiou ar re all adalek an 18 a viz Mae. Adalek an 2 a viz Mezheven ne vo ket ouzhpenn daou strollad o vont an eil hebiou egile –d’ar re o tiskenn diwar an eil estaj da dremen da gentañ.
Gwiriañ ar redoù tud dre glasadoù ha dre dakadoù
  • D’ar skolajidi pe d’ar gelennerien e vo da cheñch sal ? Pep strollad en do ur sal evitañ e-unan. Ar gelennerien eo a cheñcho sal eta. Ar skolajidi o do pep a daol gant e anv warni.

Ehanoù

  • Penaos e vo graet evit an ehanoù ? Diskoret e vo an ehanoù. Ur strollad dre borzh adlaek an 18 a viz Mae, 30 skolajiad e pep porzh d’ar muiañ adalek an 2 a viz Mezheven.
  • Ha cheñchamant a vo en eurvezhioù kentelioù ? Ya. Pep klasad pe strollad en do tro 20 pe 24 eurvezh kentelioù er skolaj bep sizhun. Implijoù-amzer nevez a vo adalek an 18 a viz Mae a-benn poellekaat ha diogeliñ bezañs ar skolajidi kement hag hini an dud gour a labour er skolaj.
  • Penaos e vo graet e-keñver ar rannañ kombodoù ? Implij-amzer adsavet, devezhioù berroc’h, cheñchamant sal ebet war an deiz = ne vo ket implijet ar c’hombodoù ken.

Kentelioù

Implijoù-amzer nevez a zo bet savet a-benn merañ gwelloc’h red ar skolajidi ha, dre se, poellekaat ar prantad ma vez ar skolajidi hag ar gelennerien er skolaj.

Implijoù-amzer ar c’hlasoù adalek an 2 a viz Mezheven

Madelezh a vo ger-stur an distro-skol. Arabat d’ar skolajidi kaout stress diabeg : gouest e vo ar gelennerien da harpañ anezho e-pad ar sizhunvezhioù a gaso betek ar vakañsoù, evel m’o deus graet e-pad ma oa serret ar skolaj hag evel ma kendalc’hint d’en ober evit ar skolajidi n’int ket deuet en-dro. Ur skoazell a vo kinniget d’ar skolajidi e stumm eurvezhioù-skoazell personelaet, da vare distro-skol miz Gwengolo. Evit ar re a vo e trede klas ar bloaz a zeu, ar re a zo e pevare klas ar bloaz-mañ ha ne zeuint en-dro, d’ar gwellañ, nemet d’an 2 a viz Mezheven, e vint rannet dindan tri strollad evit ar galleg hag ar matematikoù, e-lec’h an daou glas. Gras da se e c’hellint solutaat ar pezh a zo bet desket ganto.

Desaverezh-Korf ha Sport

  • Penaos e vo kaset ar c’hentelioù DKS da benn ? Splann eo protokol an adkrog-kentelioù. Ne vo ket aotreet an holl obererezhioù.

Kantin

Planning SELF Skolaj
  • Ha gellet e vo debriñ er c’hantin ? Pe e vo ret dont gant e voued ? Dre ma lakao pep hini e anv en a-raok e c’hello ar c’hantin mont en-dro en un doare normal. Ar yalc’hidi hag ar skolajidi a zo o chom pell eus ar skolaj a vo roet ar plasoù kentañ dezho.
  • Daoust hag-eñ e vo kinniget obererezhioù da vare kreisteiz ? An evezhiaerezed, asambles gant Coline hag he deus gellet dont en-dro er skolaj, a zo oc’h en em soñjal war ar pezh a c’hello bezañ kinniget d’ar skolajidi a-fed obererezhioù.

Unvez lec’hel an enperzhiañ-skol (ULIS)

  • Ha cheñchet e vo mont en-dro an ULIS ? Dont a raio ar skolajidi d’al Lun, d’ar Merc’her ha d’ar Gwener. D’al Lun ha d’ar Gwener etre 9e ha kreisteiz hag etre 1e ha 3e goude lein ; d’ar Merc’her etre 9e ha kreisteiz.
  • Meret e vo ar mont e-barzh hag ar mont er-maez gant an Itr. Peret ha gant an AESH a labour en ULIS. Meret e vo ehan ar mintin gant an AESH a labour en ULIS.
  • Evit abegoù surentez-yec’hed ne vo ket mui aotreet d’ar skolajidi ULIS heuliañ kentelioù ebarzhiet evit poent.
  • Mont e-barzh dre dorig-kornôg porzh ar savadur A. Pignat er c’hlas dre skalieroù kornôg ar savadur A. Kentelioù e-barzh ar sal A27 nemetken.

Kreizenn teuliaouin ha titourin (CDI)

  • Penaos e vo aozet degemer ar skolajidi er CDI ? Poultrennek e c’hell bezan an estajerennoù hag al levrioù diouzh boaz dija, diaes m’eo d’ar wazourien naetaat war an deiz…) Penaos e vo restaolet ha prestet al levrioù ? Peseurt produioù naetaat ? Dilouezañ ?

Nebeutoc’h a skolajidi a vo degemeret er CDI. Ne implijint nemet ar c’hadorioù hag an taolioù aes da naetaat. Lakaet e vo boestoù da resteurel al levrioù, er savadur A hag er savadur B. Ne vo ket prestet levrioù all evit poent, o vezañ ma n’eo ket deuet en-dro plac’h ar CDI da labourat war al lec’h.

Troioù er-maez ha raktresoù

  • Ha dalc’het e vo abadenn fin ar bloaz ? Ar c’hoariva ? Ya, mar bez tu, met daleet e vo da viz Gwengolo. Dalc’het e vo gant ar gevelliñ ar bloaz a zeu. Ar skolajidi a zo e pevare klas bremañ a zlefe mont da vro-Gembre er sizhun a grog d’ar 15 a viz Meurzh 2021.

DEZOUGEN

  • Penaos e ra a re a zeu gant ar c’harr-boutin ma n’o deus ket maskloù ? Den ebet ne bigno er c’harr-boutin anez kaout ur maskl war e fri.
  • Ha mont a raio en-dro ar busoù-skol ? Penaos e vo aozet an traoù enno evit doujañ ar reolennoù pellekaat fizikel ? Ya, mont a rint en-dro. Gwelet gant Lineotim evit an titouroù pleustrek. Ar re a c’hell mont war-droad a vo emsav dezho en ober.

HA RET EO DONT EN-DRO ER SKOLAJ ?

  • Ur redi eo dont d’ar skolaj en-dro ? N’eo ket, diwar diviz tud ar vugale e vez distroet. Spi hon eus koulskoude o do c’hoant an holl skolajidi da zont en-dro : hiraez hon eus outo.
  • Hag ur redi e vo da lod eus ar skolajidi chom er gêr ? Ya, ar skolajidi en arvar o yec’hed pe tost ouzh tud en arvar o yec’hed ne c’hellint ket dont en-dro a-raok an 2 a viz Gwengolo, nemet e vije cheñchet ar protokol-yec’hed. Ma n’oc’h ket sur, goulennit gant ho medisin.

Ar c’heleier roet gant ar ar Ministrerezh : https://solidarites-sante.gouv.fr/actualites/actualites-du-ministere/article/coronavirus-qui-sont-les-personnes-fragiles

Setu an dud en arvar o yec’hed evit ar pezh a sell ouzh an SARS-CoV-2 hervez Poellgor uhel ar yec’hed foran : An dud a zo en tu all da 70 vloaz An dud o deus bet kudennoù kalongwazhiedel c’hoazh : uswask talmerel luziet, gwallzarvoud gwazhienn empenn pe koronaropatiezh bet, skorted kalon live NYHA III pe IV ; diabeteien stag ouzh an insulin ha n’eo ket kempouez o c’hleñved peotramant ez eus rouestladoù o tont eus o c’hleñved ; an dud dezho ur c’hleñved alanin henek hag a c’hellfe digompezañ da vare ur c’hontammadur dre viruz ; an dud dezho ur skorted lounez henek dializet ; an dud dezho ur c’hrign-bev o vezañ tretet, an dud dezho un diwask immuniezh, pe e vije abaoe o c’hanedigezh pe bet abaoe : o dre louzeier : dre gimioterapiezh enep ar c’hrign-bev, dre skarzherien immuniezh, bioterapiezh ha/pe kortikoterapiezh kreñv a-walc’h evit skarzhañ an immuniezh, o tud dezho ur poread dre VIH n’eo ket kabestret pe gant CD-ioù 4 <200/mm3 o diwask immuniezh deuet goude imboud un organ pe kellidoù-skod hematopoietek o diwask immuniezh deuet diwar hemopatiezh yud o vezañ tretet, an dud kleñv gant ur c’hirroz live B pe C e skeul Child-Pugh ; an dud dezho teuc’hegezh kleñvedel (> 40 kg/m² teuriader tolz o c’horf), ar maouezed o tougen erru en o zrede trimiziad dougen.

Ha kenderc’hel a raio ar gelennerien da gas ar c’hentelioù dre internet ?

Ya, asantet o deus kelenn kement er skolaj ha dre lizher evit ar skolajidi ha ne vint ket deuet en-dro.

En hevelep bann...