Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Oberiadur “Baie des Livres”

D’ar Meurzh 2 a viz C’hwevrer o deus gellet ar skolajidi 3de kejañ ouzh ar skrivagner Ahmed Kalouaz, a-benn ar fin. E-barzh stern ar “Baie des Livres” o doa dizoloet ar skolajidi ar romantoù a zo bet skrivet gantañ evit ar yaouankiz. Sañset e oant kejañ outañ e miz Du. Met abalamour d’ar c’henfinañ e oa bet daleet an traoù.

Gant ar skolajidi ez eus bet lennet levrioù gant ar skrivagner, o doa graet eztaoladennoù dre gomz war o divoud e miz Du. Lakaet e oant bet ivez en o c’haier-lenner.

An titloù Selloù ar re all (tem an harellerezh), O redek ar yar (bed an dud hep ti nag aoz), Uppercut (gouennelouriezh) ha Fulor Karantez (dizimeziñ) o deus graet kalz berz er gKKT.

Ar vediaoueg a labouromp ganti he doa prestet un nebeut levrioù all deomp ivez. Ken plijet eo bet ar skolajidi ganto m’eo bet divizet gant lod anezho kenderc’hel da zizoloiñ oberennoù ar skrivagner. Kroget o deus gant o eil levr gantañ !

Ahmed Kalouaz gant hor skolajidi

Respontet en deus Ahmed Kalouaz da gentañ un nebeut goulennoù a oa bet kaset dezhañ dre bostel. Da heul e respontoù ez eus strinket goulennoù all o deus permetet da vont donoc’h e-barzh an temoù.

Skolajidi dedennet hag aketus

Jentil-tre ha war selaou eo bet Ahmed Kalouaz. Kemeret en deus amzer da spisaat e respontoù, en ur vont pell eus e gazeg a-wezhioù. Gant se o deus gellet ar skolajidi dizoloiñ an den m’eo ivez, sot gant lennadennoù ha kejadennoù a bep seurt. Lavaret en deus an oberour bezañ bet plijet bras gant an eskemmoù ha gant ar goulennoù speredek. E fin ar gejadenn en deus dediet un dornad levrioù d’ar gKTT.

Kejadenn gant Ahmed Kalouaz - Roudenn skrivet

Teulioù da bellgargañ

En hevelep bann...