Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Troiad er sinema evit ar vrezhonegerien

D’al lun 11 a viz Meurzh eo bet skolajidi 6ved ha 5ved klas an hentenn divyezhek e sinema La Salamandre. An 18 skolajiad ambrouget gant o c’helennerien Riwal Illien, kelenner war ar brezhoneg, ha Fabrice Cadou, kelenner war an istor-douaroniezh, o deus bet tro da welet ar film bevaat Azur hag Azmar nevez eilmouezhiet e brezhoneg. Kemeret o deus perzh ar skolaji er skignadenn aozet gant KLT (Kerne Leon Treger), kevredigezh a vrud ar brezhoneg e bro Montroulez, ha Daoulagad Breizh, kevredigezh a Zouarnenez a ra war-dro ar skignañ filmoù e brezhoneg e Breizh a-bezh. Daoulagad Breizh a ginnig bep bloaz d’ar skolidi skoliataet en hentennoù divyezhek ha dre soubedigezh da gemer perzh en un droaid skignañ e pep korn ar vro. E-pad 1eurvezh 45 e oa ar skolajidi gant skolidi Diwan Montroulez ha reoù an hentenn divyezhek publik er skolioù Jules Ferry eus Sant-Martin ha Poan-Benn eus Montroulez. Ur c’hant hanterkant bennak a skolidi a ziskouez eo bev-mat ar c’helenn brezhonek e bro Montroulez ! Plijadur e-leizh zo bet o sellet ouzh Azur hag Asmar a dremen er Grennamzer etre Europa hag ar Maghreb. Ur gentel war ar c’henemglev hag an doujañs keit hag ur veaj en istor.

Azur hag Asmar
Troiad er sinema evit ar vrezhonegerien

Anouk : Plijus e oa, an tresadennoù a oa dreist.

Lucien : Kavet ’meus plijus peogwir ez eus faltazi, an tresadennoù a zo dreist hag an istor a zo mat-kenañ.

Mathis : Kavet ’meus plijus peogwir ez eus faltazi hag ur seurt enklask.

Gwenvel : Plijet on bet gant an istor peogwir ez eus ur vojenn hag a zo gwir ha peogwir eo brav.

Violaine : Kavet ’meus plijus ar film peogwir eo brav ha graet mat hag e oa ivez farsus.

Théo : Kavet ’meus mat ar film rak eo brav ha spontus.

Lou : Kavet ’meus plijus an istor ha mat e oa e brezhoneg.