Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Gweladenn eus Montroulez gant ar re zivyezhek

D’an 12 a viz Here 2018 e oa bet ar skolajidi divyezhek eus ar c’hlasadoù 6vet ha 5vet d’ober ur valeadenn e brezhoneg e Montroulez. Prientet e oa bet ul levrig goulennoù gant ar gelennerien evit ma vije kavet ar respontoù war al lec’hioù gant ar skolajidi. A-hed ar mintinvezh-se hor boa oa tremenet dre ar Vichererezh, ar porzh, ti Tristan Corbière, Ti Penanault (Ti an Douristed), Chapel Itron Varia an Aeled, ar Pont-Meur, plasenn an Ostajed, Iliz Sant-Melan, Ti Pondalez ha Ti an dugez Anna. Displeget e oa bet an hent evit mont d’ul lec’h d’egile gant ar vugale, ha lennet ar skritelloù e brezhoneg bet lakaet gant ar gelennerien war al lec’hioù evit dont a-benn da gavout a respontoù. Plijadur ’z eus bet o vale e kêr hag oc’h anavezout gwelloc’h lec’hioù brudet Montroulez e-pad ar mintinvezh-se e brezhoneg !