Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

Birvilh er skolaj

Kristian Ar Braz

War-lec’h ur beurevezh leuniet-mat evit ar skolajidi o doa resevet embannerez Jessie Magana, da dro ur skrivagner breizhat e oa da zont da eskemm digwener tremenet goude merenn gant ar vugale. Degemeret gant an itron Bourgeois, Kristian ar Braz en deus bet afer ouzh goulennoù niverus brezhonegerien ar skolaj. Skolaj hepken ? N’eo ket; pedet e oa bet ganto skolidi CM1 ha CM2 an hentenn divyezhek a zo skoaz ouzh ar skolaj, er skol Ferry. Buhezet gant o c’helennerien Enora Lescop ha Tristan Loarer, bez o devoa-holl studiet an danevell Pelec’h emañ an Tad Nedeleg ha buhez divoutin ar skrivagner, genidik eus ar Menezioù Arre.

Dav eo lavarout penaos eo liesseurt hentig-buhez Kristian ar Braz : tro ha tro saver-filmoù, produktour, troer levrioù (dreist-holl diwar John Steinbeck, Jack London, Alistair McLeod ha me ‘oar pet Gerry Adams all …) dastumer ha dreist-holl skrivagner, koulz evit ar re vunut hag evit ar re vras. Liesyezhek ha foeter-bro, tro en deus bet da gontañ d’ar vugale, buan ha buan, kêr Vrest Roparz Hemon, gwrizioù skosaat ar Skos-Nevez, sonerezh bro C’hres pe c’hoazh ar brezel-guzh e Hanternoz Iwerzhon.

Dreist pep tra, ur goulenn a oa e korzailhennoù an holl : hini titl an danevell studiet evel-just. Neuze, broud ha lañs gant o ijin, staget o deus ar grennarded gant o fluennoù evit skrivañ (pevar strollad anezhi) un dibenn istor all d’an danevell, disheñvel-mat evel-just d’an hini kinniget gant an daneveller.

Etre an hini teñvalañ (marvet eo ar paour-kaezhig boulomig-ruz) hag an hini sederañ (trugarekaet eo harozez an istor hag he fevar mignon) n’eus tamm douetañs ebet o deus tennet gounid ar vugale eus an abardaez-mañ evit klevout, komz, skrivañ hag eskemm e brezhoneg penn-da-benn.