Pour le site en breton, cliquer sur , à droite

SVD (Skiantoù ar Vuhez hag an Douar)

Dizoloiñ an SVD e 6vet klas

Bloavezh diwezhañ ar c’helc’hiad 3 eo ar bloavezh 6vet. Harpet e vez, eta, war barregezhioù ha gouiziegezhioù paket gant ho pugel pa oa e CM1 ha CM2. Anv a zo da greñvaat meizadoù a zo bet gwelet gantañ er skol kentañ derez. Setu an temoù a vez labouret warno e 6vet klas : An traoù bev, o (...)

Liamm war-zu blog an Itr. Guignard

Demat d’an holl, Amañ kevret e kavoc’h al liamm evit mont war-zu blog an Itr. Guignard, ho kelennerez Skiantoù ar Vuhez hag an Douar : https://sites.google.com/view/svttanguyprigent/home Na chomit ket etre daou ha kit d’e welet. Ennañ e kavoc’h hentenn niverel ho pugel m’emañ e 5vet, 4vare pe 3de (...)

Barrek ar skolidi Cm2 ha skolajidi ar 6vet1 war al liorzhañ !

Dindan al liamm CM2-6vet e labour asambles ur skolaer eus ar skol Jules Ferry, an Ao. Veillon, hag hor c’helennerez SVD, an Itr. Guignard, evit diorren raktres un takad douar desavadurel (ATE). E-barzh ar stern-mañ ez eus bet graet un droiad er-maez, d’ar Meurzh 1añ a viz Kerzu, evit plantañ 107 (...)

Koulzad “Kranked-glas”

D’ar Yaou 18 a viz C’hwevrer eo deuet al liseidi 1añ klas hollek a heul ar gelennadurezh arbennik Biologiezh-ekologiezh hag al liseidi Termen skiantel eus lise kelennadurezh hollek ha labour-douar Susinio da ginnig deomp o studiadenn diwar-benn emdroadur ur boblañs Kranked-glas (Carcinus maenas) (...)

Raktres “takad douar desavadurel” : troiad ar c’hlasadoù 6vet

D’al Lun 29 a viz Meurzh eo bet ar c’hlasadoù 6vet oc’h ober un droiad er-maez evit sellet pizh ouzh ar vevliesseurted hag evit heuliañ kresk ar gwez o doa plantet en diskaramzer. Ret e oa sevel ur brastres alc’hwezet eus an takad, a oa da ziskouez warnañ ar meteier disheñvel : pradenn, (...)

Ar skolajidi 6vet klas en un atant

D’al Lun 31 a viz Mae eo bet pedet an holl skolajidi 6vet klas da vizitañ e atant gant an Ao. Le Verge. Emañ e Bodiliz, 30 mn-hent eus Montroulez. Skolajidi aketus-mat… Al labourer-douar-mañ a zesav loened-korn a ouenn “Charolaise” da broduiñ kig. Lakaet en deus ar skolajidi da zizoloiñ e vicher, (...)